Kamp brezhonek emren #3

Prest omp (kazimant !) evit glamp 2019 e Feunteun Wenn. Etre an 23 hag an 29 a viz Gouere ‘vo graet, e Plougastell-Daoulaz. Skrivit demp diouzhtu evit lakaat hoc’h anv !

Petra ‘vo graet ?

Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.
Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just.
Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit deomp, enta, petra ‘fell deoc’h aozañ.

Follenn-nij glamp 2019
Setu follenn-nij ar glamp. Brav eo, n’eo ket ?!

Penaos ‘vo graet ?

Etre ar Meurzh 23 hag al Lun 29 a viz Suilhet ’vo graet. Gwelloc’h eo ma c’hellit chom a-hed ar c’hamp, pe tri dervezh d’an nebeutañ.

Ne fell ket deomp e vije ker ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini reiñ 7 euro bennak evit kement devezh ‘vo bet chomet er c’hamp, evit paeañ ar boued.

Pelec’h e vo ?

War un tiegezh [un ti-feurm, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz. Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h kas ho chas ganeoc’h.
Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit deomp. Un disoc’h bennak a vo kavet.

Petra ‘zo da c’houzout a-raok dont ?

Digor eo ar c’hamp d’an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc’hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c’hroc’hen… Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes er c’hamp-mañ.

E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), met dav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg…

Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?

N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da : brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec’h [at]), a-raok ar 15 a viz Suilhet. Displeget ‘vo deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all.
Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp, pe lakait anezho en evezhiadennoù dindan ar pennad-mañ.

Piv omp ?

Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc’h ivez. Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ».
Ur blog hon eus !

Advertisements

Tantad : ar program

D’ar Sadorn 29 a viz Even e Feuteun Wenn, Plougastell

Da 5 eur :

  • Abadenn evit ar vugale : sonerezh, kontadennoù, c’hoarioù gant Maïwenn MORVAN
  • Gouren : C’hoariet ‘vo er-maez war vrenn-heskenn gant displegadurioù tud eus Skolioù Gouren ar vro. Digor d’an holl ! Divyezhek.

Da 6 eur :

  • Kaozeadenn gant Yann-Bêr Kervella : “Un ekonomiezh all”

Da 7e30 :

  • Pred an tiegezh ha nozvezh Sant Yann.
    10€ an asiedad rata gant ur werennad gwin. Mirit ho pred gant Letig a-raok an 20 a viz Mezheven : 06 08 12 19 19
    Bier Breizh ha gwin ar C’hallaoued a vo da werzhañ war al lec’h.
  • Muzik ha dañsoù a-hen an nozvezh !
    Degemeret mat eo ar sonerien, ar sonerezed, ar ganerien hag ar c’hanerezed.

Deuit da reiñ dorn adalek 2 eur.

Kampiñ a c’heller ober en ur park e-kichen.

Ar chas a chomo er gêr.

Tantad Sant Yann

D’ar Sadorn 29 a viz Even 2019 e vo tantad e Feunteun Wenn.

A-raok an tantad e vo :

  • c’hoarioù hag abadennoù evit ar vugale
  • gouren
  • brezhoneg
  • ur pred graet gant kig ha legumaj an tiegezh
  • ha traoù all n’int ket bet raksoñjet c’hoazh

E-pad an tantad e vo kanerien, sonerien ha dañserien – kanerezed, sonerezed ha dañserezed ivez emichañs.

N’eo ket echu ar program me gall a rit skrivañ demp dija ma fell deoc’h tont.

///Edit///

En em gavet eo ar program klok ! Klikit amañ evit sellet outañ (Klik).

Glamp 2019 : partiet eo

Gall a rez kelaouiñ da implijer diouzhtu : ur sizhunvezh vakañsoù ‘p eus ezhomm da gaout etre ar Meurzh 23 hag al Lun 29 a viz Suilhet evit dont da Blougastell da vrezhonegañ.

Lak da anv diouzhtu o skrivañ ur postel da : brezhoneg [at] riseup.net

Ne vo ket plas evit tout an dud !

Un emvod a vo dalc’het e Feunteun Wenn d’ar Gwener 14 a viz Even adalek 6eur. Aozet ‘vo kement tra ‘vo da aozañ (pe dost) d’ar mare-se. Koaniet ‘vo asambles war-lerc’h : deus ‘ta !

Glamp ar Feuteun Wenn, #2

Ur c’hamp brezhonek emren e miz Suilhet 2018

Petra ‘vo graet ?

Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.
Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen. Devezhioù ‘zo ‘vo klasket aozañ kentelioù brezhoneg evit ar re a fello dezho mont. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just.
Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget ar c’hentelioù, an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit deomp, enta, petra ‘fell deoc’h aozañ.

Penaos ‘vo graet ?

Etre ar Yaou 12 hag ar Meurzh 17 a viz Suilhet ’vo graet. Gwelloc’h eo ma c’hellit chom a-hed ar c’hamp, pe daou zervezh d’an nebeutañ.

Ne fell ket deomp e vije ker ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini reiñ 5 pe 7 euro bennak evit kement devezh ‘vo bet chomet er c’hamp. Ne servijo ket an arc’hant nemet da baeañ ar boued.

Pelec’h e vo ?

War un tiegezh [ur menaj, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz. Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h kas ho chas ganeoc’h.
Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit deomp. Un disoc’h bennak a vo kavet.

Petra ‘zo da c’houzout a-raok dont ?

Digor eo ar c’hamp d’an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc’hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c’hroc’hen… Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes er c’hamp-mañ.

E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), met dav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg…

Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?

N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec’h [at]), a-raok ar 5 a viz Suilhet. Displeget ‘vo deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all.
Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp.

Piv omp ?

Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc’h ivez. Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ».