Ne vo ket graet sizhunvezh vrezhonek ebet ar bloaz-mañ.
Met arabat bezañ trist : graet ‘vo un devezh a-bezh memestra. N’eo ket “less is more” ‘vez lavaret ?
D’ar Sadorn 27 ha d’ar Sul 28 e vo graet. Kanañ, debriñ, dañsal ha tabutal a rimp. Deus ‘ta ! Amañ dindan e kavi ar program. Ha ma c’hellfes lakaat da anv a-raok e vije un tamm mat aesoc’h demp…
Prest omp (kazimant !) evit glamp 2019 e Feunteun Wenn. Etre an 23 hag an 29 a viz Gouere ‘vo graet, e Plougastell-Daoulaz. Skrivit demp diouzhtu evit lakaat hoc’h anv !
Petra ‘vo graet ?
Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù. Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just. Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit deomp, enta, petra ‘fell deoc’h aozañ.
Setu follenn-nij ar glamp. Brav eo, n’eo ket ?!
Penaos ‘vo graet ?
Etre ar Meurzh 23 hag al Lun 29 a viz Suilhet ’vo graet. Gwelloc’h eo ma c’hellit chom a-hed ar c’hamp, pe tri dervezh d’an nebeutañ.
Ne fell ket deomp e vije ker ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini reiñ 7 euro bennak evit kement devezh ‘vo bet chomet er c’hamp, evit paeañ ar boued.
Pelec’h e vo ?
War un tiegezh [un ti-feurm, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz. Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h kas ho chas ganeoc’h.
Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit deomp. Un disoc’h bennak a vo kavet.
Petra ‘zo da c’houzout a-raok dont ?
Digor eo ar c’hamp d’an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc’hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c’hroc’hen… Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes er c’hamp-mañ.
E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), met dav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg…
Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?
N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da : brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec’h [at]), a-raok ar 15 a viz Suilhet. Displeget ‘vo deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all. Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp, pe lakait anezho en evezhiadennoù dindan ar pennad-mañ.
Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc’h ivez. Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ». Ur blog hon eus !
D’ar Sadorn 29 a viz Even e Feuteun Wenn, Plougastell
Da 5 eur :
Abadenn evit ar vugale : sonerezh, kontadennoù, c’hoarioù gant Maïwenn MORVAN
Gouren : C’hoariet ‘vo er-maez war vrenn-heskenn gant displegadurioù tud eus Skolioù Gouren ar vro. Digor d’an holl ! Divyezhek.
Da 6 eur :
Kaozeadenn gant Yann-Bêr Kervella : “Un ekonomiezh all”
Da 7e30 :
Pred an tiegezh ha nozvezh Sant Yann. 10€ an asiedad rata gant ur werennad gwin. Mirit ho pred gant Letig a-raok an 20 a viz Mezheven : 06 08 12 19 19 Bier Breizh ha gwin ar C’hallaoued a vo da werzhañ war al lec’h.
Muzik ha dañsoù a-hen an nozvezh ! Degemeret mat eo ar sonerien, ar sonerezed, ar ganerien hag ar c’hanerezed.
Gall a rez kelaouiñ da implijer diouzhtu : ur sizhunvezh vakañsoù ‘p eus ezhomm da gaout etre ar Meurzh 23 hag al Lun 29 a viz Suilhet evit dont da Blougastell da vrezhonegañ.
Lak da anv diouzhtu o skrivañ ur postel da : brezhoneg [at] riseup.net
Ne vo ket plas evit tout an dud !
Un emvod a vo dalc’het e Feunteun Wenn d’ar Gwener 14 a viz Even adalek 6eur. Aozet ‘vo kement tra ‘vo da aozañ (pe dost) d’ar mare-se. Koaniet ‘vo asambles war-lerc’h : deus ‘ta !