D’ar Sadorn 29 a viz Even e Feuteun Wenn, Plougastell
Da 5 eur :
- Abadenn evit ar vugale : sonerezh, kontadennoù, c’hoarioù gant Maïwenn MORVAN
- Gouren : C’hoariet ‘vo er-maez war vrenn-heskenn gant displegadurioù tud eus Skolioù Gouren ar vro. Digor d’an holl ! Divyezhek.
Da 6 eur :
- Kaozeadenn gant Yann-Bêr Kervella : “Un ekonomiezh all”
Da 7e30 :
- Pred an tiegezh ha nozvezh Sant Yann.
10€ an asiedad rata gant ur werennad gwin. Mirit ho pred gant Letig a-raok an 20 a viz Mezheven : 06 08 12 19 19
Bier Breizh ha gwin ar C’hallaoued a vo da werzhañ war al lec’h. - Muzik ha dañsoù a-hen an nozvezh !
Degemeret mat eo ar sonerien, ar sonerezed, ar ganerien hag ar c’hanerezed.
Deuit da reiñ dorn adalek 2 eur.
Kampiñ a c’heller ober en ur park e-kichen.
Ar chas a chomo er gêr.
