Deus da Feunteun Wenn da ganañ

Sadorn 27 a viz Suilhet

1eur gk. Digemer, kafe, gatoioù

2eur. Stalioù bihan evit adskrivañ pozioù kanaouennoù hengounel.
Prientet ‘vo ganemp pozioù kanaouennoù a vez kanet alies, met ne blij
ket pep tra demp en destennoù (lakaomp eo cheñchet un tamm plas ar merc’hed abaoe m’int bet skrivet. Da skouer).

4e30. Stal kanañ gant daou ganer eus kevredigezh An Daoulamm : Fañch ha Bernez

8eur. Pred kanet

Moaien ‘vo da gampiñ e-barzh ar park.

Sul 28 a viz Suilhet

9eur. Dijuniñ

10eur. Kaozeadenn. Petra ober evit kaout muioc’h a vrezhoneg en hor
buhezioù pemdez ? Daoust hag e fell demp aozañ traoù all asambles ? Ha
kement ‘zo tout.

Less is more

Ne vo ket graet sizhunvezh vrezhonek ebet ar bloaz-mañ.

Met arabat bezañ trist : graet ‘vo un devezh a-bezh memestra. N’eo ket “less is more” ‘vez lavaret ?

D’ar Sadorn 27 ha d’ar Sul 28 e vo graet. Kanañ, debriñ, dañsal ha tabutal a rimp. Deus ‘ta ! Amañ dindan e kavi ar program. Ha ma c’hellfes lakaat da anv a-raok e vije un tamm mat aesoc’h demp…

Emañ ar program er post da-heul.

Kamp brezhonek emren #3

Prest omp (kazimant !) evit glamp 2019 e Feunteun Wenn. Etre an 23 hag an 29 a viz Gouere ‘vo graet, e Plougastell-Daoulaz. Skrivit demp diouzhtu evit lakaat hoc’h anv !

Petra ‘vo graet ?

Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.
Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just.
Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit deomp, enta, petra ‘fell deoc’h aozañ.

Follenn-nij glamp 2019
Setu follenn-nij ar glamp. Brav eo, n’eo ket ?!

Penaos ‘vo graet ?

Etre ar Meurzh 23 hag al Lun 29 a viz Suilhet ’vo graet. Gwelloc’h eo ma c’hellit chom a-hed ar c’hamp, pe tri dervezh d’an nebeutañ.

Ne fell ket deomp e vije ker ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini reiñ 7 euro bennak evit kement devezh ‘vo bet chomet er c’hamp, evit paeañ ar boued.

Pelec’h e vo ?

War un tiegezh [un ti-feurm, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz. Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h kas ho chas ganeoc’h.
Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit deomp. Un disoc’h bennak a vo kavet.

Petra ‘zo da c’houzout a-raok dont ?

Digor eo ar c’hamp d’an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc’hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c’hroc’hen… Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes er c’hamp-mañ.

E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), met dav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg…

Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?

N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da : brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec’h [at]), a-raok ar 15 a viz Suilhet. Displeget ‘vo deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all.
Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp, pe lakait anezho en evezhiadennoù dindan ar pennad-mañ.

Piv omp ?

Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc’h ivez. Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ».
Ur blog hon eus !